Yann-Fañch Kemener
Yann Fañch Kemener
Considéré comme l’une des plus belles voix de Bretagne, Yann-Fañch Kemener révèle le chant traditionnel breton telle une source qui coule à travers le monde.
Suivez moi sur les réseaux sociaux
 

Respont – From States.

Respont – From States.

From States ! ur Breizhad  divroet ha skrivagner  dreist .
Placer ha docere. Dudi ha deskamant war un dro. Fonnus eo an danvez a vo tu da gaout gant ar blog-mañ. Maodes Glanndour ha Ronan Huon o deus savet pennadoù d.-b. spered barzhel ar Vreizhiz, ha pa vefent dizesk, evel ma vez lakaet anat e lavarennoù ‘zo. Kavet e vez skouerioù eus an hevelep spered e divunadenennoù evel houmañ:”Peder dimezell o vont gant an hent/ Ha pa vefe glav evel mein / Ne gouezhfe ket war o c’hein.” (Peder bronn ar vuoc’h). An hevelep ampartiz war dachenn ar yezh a zo lakaet anat ivez e gerioù goveliet evit ardivinkoù nevez, gerioù livus evel “kirri-nij”, “c’hwil-tan”, “tourter” ha “paotr-saout tredan”. Setu da heul ur skouer all a voe roet din gant un paotr am eus anavezet e lise Brest dek ha tri-ugent vloaz ‘zo hag ouzhpeenn. Koshoc’h egedon e oa (e math. élem e oa, ha ne oan nemet e seconde). Gwir eo an istor penn-da-benn. Un tammig dizereat eo, am eus aon, met d’ar mare-se ee voe kavet fentus kenañ gant an holl. E-pad ar vakañsoù e oa aet ar paotr da zañsal, ha goude ar bal en doa kaset e zañsourez d’ar gêr. Edo ti ar plac’h war ar maez, un hanter-lev diouzh ar vourc’h, ha war an hent e oant chomet da ruzañ evit ober un tamm frotañ. Fellout a reas d’ar paotr mont pelloc’h ganti. Ar plac’hig a oa a-du. Siwazh! ne oa stevell ebet gant ar paotr, ha nac’het he doa groñs:”Nann avat! Hep kabichou ned it ket ‘ba’ ‘m revr!” “Kabichou, ur mot-valise goveliet gant silabennoù kentañ ar ger “kabi[ig]”ha silabenn diwezhañ ar ger “caout[chouc]”. Ha kouet e oa bet war an tomm gant ar plac’h, pe implijet e veze dija gant he mignoned? N’ouzon ket. Forzh penaos, livus eo, ha gwir war ar marc’had, rak ur stell n’eus anezhañ nemet ur c’habig caoutchouc” evit ibil-kig ur paotr. Un dra all: ar plac’hig e doa graet ar pezh a oa bet graet gant skrivagnerien ken brudet ha Jul Laforgue, en e varzhonegoù, ha James Joyce en e bennoberenn Finnegan’s Wake. Un druez n’eo ket be degemeret kabichou er geriadurioù brezhonek.
No Comments

Post A Comment

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.